en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 29 a viz Ebrel 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 29 a viz Ebrel 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

Greenwashing zo graet gant ar stalioù IA!

Dec’h hon oa lakaet ar gaoz diàr implij an IA evit an troidigezh, get Myriam Guillvic. Hiriv e vo lakaet ar gaoz en-dro àr an naouegezh artifisiel met get ur sell dishañval ha dibar. Ar c’hentañ enklask àr ar greenwashing hag an IA a zo bet kaset a-stroll get c’hwec’h ONG. Da laret eo penaos e ra embregerezhioù bras an teknologiezhioù meuleudi an IA evit reiñ ur skeudenn vat doc’hti ha kuzhat he gwallefedoù àr an endro. Pierre Terras, penn-skipailh en ONG Beyond fossil fuels, a stourma Europa evit dilezel an energiezhioù fosil, en deus kemeret perzh er studiadenn-se. Emañ gant Aodren Trehin.

Yuna Moizan zo kampionez Breizh Trail Longe-Côte

Gounezet ‘neus ar sportourez yaouank eus Logonna Daoulaz ar c’hampionad, nevez zo, ‘ba Karnag. Kalskomp goût hiroc’h war ar sport nevez mañ. En em gavet ‘oamp ganti dilun noz ‘ba traezhenn ar Vilin Wenn ‘ba Relecq Kerhuon ha prest ‘oa ‘vit ober war dro ur gentel trail longe côte d’ur pempzek bennaket a dud. Emañ gant Erwan Blanchard.

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Muioc'h a c'halloudoù gant ar polis kêr?

  • An takad milinou Avel 'vo savet da 18 km eus enez Vaz

  • N'eo ket erru mat Le Canon Français 'ba Kemper

  • EAU a ya maez an OPEP

  • Adskoulmet 'vo darempredoù etre Hungaria hag Ukrena

  • Bamako zo kelc'hiet gant an Djihadisted

  • Tro Breizh war velo: ar pempvet tennad etre Plogonneg ha Lanfains.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio